Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Disorc'hoù ar votadegoù

25 Mars 2011, 18:55pm

Publié par maubian

Un dra zo sur, n'eo ket bet aes dispartiañ an dud ken barrek ma'z oc'h holl !

Trugarez bras d'an holl evit bezañ kemeret perzh (ur pakad Dragibus ho po !)

 

Setu penaos em eus jedet an traoù :

Gouiziegezh : 4 foent

Nerzh : 1 poent

Fent : 1 poent

 

Ha setu an disorc'hoù :

 

Votadeg ar skolajidi : (mankout a ra vot Raphaël n'en deus ket roet din pe em eus kollet, gwelet e vo se dilun...)

Alex, Loreena, Maël, Laureen, Elisa ha Luka

 

Votadeg ar gelennerien :

Noémie, Juliette, Elisa, Luka, Maël ha Laureen

 

Setu ar re a vo da vont d'ar sadorn 2 a viz ebrel neuze :

Evit ar baotred : Luka ha Maël

Evit ar merc'hed : Laureen, Elisa

 

Luka en doa nebeutoc'h a boentoù evit Loreena ha Juliette met ret eo kaout 2 baotr d'an nebeutañ. Chom a ra neuze ur plas evit Loreena pe Juliette met ar memes niver a boentoù o deus. Neuze e vo ret tennañ d'ar sord dilun, o c'houzout e chomo unan anezho evel erlerc'hiadez. Ez an da c'houlenn ha ne c'hello ket kemer perzh ur wech memestra... Gwelet e vo.

Dibenn-sizhun mat d'an holl ha ken dilun !

 

 

 

Commenter cet article